PENNAD 6
Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn

1  Bugale, sentit ouzh ho tud en Aotrou, rak un dra reizh eo.

2  Enor da dad ha da vamm, ar c'hentañ gourc'hemenn eo, hag ez eus ur bromesa gantañ:

3  Evit ma vi eürus ha ma vevi pell war an douar.

4  Ha c'hwi tadoù, na hegasit ket ho pugale, met desavit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.

5  Servijerien, sentit ouzh ho mistri hervez ar c'hig gant doujañs ha krenadenn, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,

6  o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met oc'h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,

7  oc'h ober servij gant karantez, evel d'an Aotrou ha nann d'an dud,

8  o c'houzout penaos pep hini, pe sklav pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.

9  Ha c'hwi mistri, grit en hevelep doare en o c'heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c'houzout hoc'h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n'eus van ebet eus diavaezioù an dud.

10  A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre nerzh e c'halloud.

11  Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot derc'hel start a-enep troidelloù an diaoul.

12  Rak n'eo ket a-enep ar c'hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec'hioù uhel.

13  Setu perak kemerit ganeoc'h harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot chom start en deizioù fall, hag o vezañ kendrec'het pep tra, e talc'hot start.

14  Dalc'hit start eta, gourizit ho tivgroazell gant ar wirionez, gwiskit hobregon ar reizhder,

15  en ho treid kemerit gred an Aviel a beoc'h (= keloù mat ar peoc'h),

16  krogit dreist-holl skoed ar feiz da c'hellout mougañ holl daolioù loskus an hini drouk,

17  kemerit ivez tokarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, hag a zo ger Doue,

18  o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, oc'h eveshaat ouzh kement-se gant dalc'husted hag o pediñ evit an holl sent

19  hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel (= keloù mat)

20  ma'z on ar c'hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean ober.

21  Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc'h pep tra.

22  Kaset em eus anezhañ deoc'h evit-se, evit ma ouiot petra a c'hoarvez war-dro deomp ha ma tic'hlac'haro ho kalonoù.

23  Ra vo roet ar peoc'h d'ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist!

24  Ra vo ar c'hras gant an holl re a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant gwirionded! Amen.
 
Unvaniezh ar Bibl en Anjev