PENNAD 5
Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn

1  Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,

2  kerzhit er garantez, evel m'en deus Krist ivez hor c'haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c'hwezh dudius.

3  Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc'hoant, evel ma tere d'ar sent,

4  na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc'h trugarekadennoù.

5  Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc'hoantek hag a zo un idolour, n'en deus hêrezh e rouantelezh Krist ha Doue.

6  Ra ne douello den ac'hanoc'h dre gomzoù aner, rak en abeg d'an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.

7  N'ho pet ket eta a lod ganto.

8  Rak gwechall e oac'h teñvalijenn, met bremañ oc'h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,

9  rak frouezh ar Spered a zo e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.

10  Eveshait ouzh ar pezh a zo kavet mat gant an Aotrou,

11  n'ho pet lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc'h kondaonit anezho.

12  Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,

13  met kement a zo dianzavet a zo diskuliet gant ar sklêrijenn, rak ar pezh a laka da ziskuliañ eo ar sklêrijenn.

14  Setu perak ez eo lavaret: Dihun, te hag a gousk, sav a-douez ar re varv, ha Krist a sklêrijenno ac'hanout.

15  Lakait evezh eta ouzhoc'h hoc'h-unan d'en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,

16  dasprenit an amzer rak an deizioù a zo fall.

17  En abeg da-se na vezit ket diskiant, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.

18  N'en em vezvit ket gant gwin, rak e kas d'an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,

19  komzit etrezoc'h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a-greiz kalon meuleudioù d'an Aotrou.

20  Trugarekait bepred Doue an Tad evit an holl draoù, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.

21  Plegit an eil d'egile e doujañs Doue.

22  Gwragez, plegit d'ho kwazed hoc'h-unan evel d'an Aotrou,

23  rak ar gwaz eo penn ar wreg, evel ma'z eo Krist ivez penn an Iliz, hag eo Salver ar c'horf.

24  Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d'o gwazed o-unan en holl draoù.

25  Gwazed, karit ho kwragez evel m'en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,

26  evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc'hadenn en dour gant ar ger,

27  evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c'hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.

28  Evel-se e tle ar gwazed karout o gwragez evel o c'horfoù o-unan. An hini a gar e wreg en em gar e-unan,

29  rak den ebet n'en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vag hag e prederi anezhañ, evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz,

30  dre ma'z omp an izili eus e gorf, eus e c'hig hag eus e eskern.

31  Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag an daou a vo ur c'hig hepken.

32  Ar mister-se a zo bras, henn lavarout a ran diwar-benn Krist hag an Iliz.

33  Evel-se, ra garo pep hini ac'hanoc'h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg he gwaz.
 
Unvaniezh ar Bibl en Anjev