PENNAD 4
Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn

1  Ho pediñ a ran eta, me prizoniad en Aotrou, d'en em ren en un doare dellezek eus ar c'halvidigezh ez oc'h bet galvet drezañ,

2  e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc'h en em c'houzañv an eil egile gant karantez,

3  oc'h en em stagañ da genderc'hel unaniezh ar spered dre ere ar peoc'h.

4  Bez' ez eus ur c'horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma'z oc'h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,

5  un Aotrou hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken,

6  un Doue hepken ha Tad d'an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc'h holl.

7  Met ar c'hras a zo roet da bep hini ac'hanomp, hervez muzul donezon Krist.

8  Setu perak eo lavaret: O vezañ pignet d'an nec'h, en deus kaset dalc'het an dalc'herezh, hag en deus lodennet donezonoù d'an dud.

9  Hogen petra eo: Pignet? Nemet ez eo ivez diskennet diagent el lec'hioù izelañ eus an douar.

10  An hini a zo diskennet eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neñvoù, evit leuniañ an holl draoù.

11  Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, ha lod da brofeded, ha lod all avielourien, ha lod da bastored ha doktored,

12  evit peurvadelezh ar sent, evit labour ar servij, hag evit savidigezh korf Krist,

13  betek ma vimp holl deuet da unaniezh ar feiz hag an anaoudegezh eus Mab Doue, da stad an den peurc'hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist,

14  evit na vimp ken bugaligoù, kaset ha troet amañ hag ahont gant pep avel a gelennadurezh dre douell an dud ha dre o gwidre da douellañ dre droidelloù,

15  met, o lavarout ar wirionez er garantez, evit ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.

16  Dioutañ ar c'horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.

17  Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: Na gerzhit ken evel ar baganed all a gerzh hervez fouge o soñjoù.

18  Teñvalaet eo o skiant, pellaet int diouzh buhez Doue, en abeg d'an diouiziegezh a zo enno ha da galeter o c'halon,

19  o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d'al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant gwallc'hoant.

20  Met n'eo ket evel-se hoc'h eus desket Krist,

21  da vihanañ mar hoc'h eus selaouet anezhañ, ha mard oc'h bet desket ennañ, hervez ar wirionez a zo e Jezuz,

22  da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc'hoantoù touellus,

23  d'en em nevesaat dre ar Spered en ho klevidigezh,

24  ha da wiskañ an den nevez, krouet diouzh Doue er reizhder hag er wir santelezh.

25  Setu perak, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac'hanoc'h hervez ar wirionez d'e nesañ, rak izili omp an eil d'egile.

26  Mar fulorit, na bec'hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor,

27  ha na roit ket digor d'an diaoul.

28  An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc'h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m'en devo peadra da reiñ d'an ezhommeg.

29  Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh, evit reiñ gras d'ar re o c'hlevo.

30  Na dristait ket Spered-Santel Doue, oc'h bet siellet gantañ evit deiz an dasprenadur.

31  Ra vo pep c'hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep drougiezh.

32  Bezit mat an eil e-keñver egile, ha trugarezus, o pardoniñ an eil d'egile evel m'en deus Doue ivez pardonet deoc'h e Krist.
 
Unvaniezh ar Bibl en Anjev