PENNAD 3
Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn

1  En abeg da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc'h-c'hwi re ar broadoù,

2  mar hoc'h eus klevet petra eo roadenn gras Doue a zo bet grataet din evidoc'h,

3  penaos dre ziskuliadur eo bet roet din da anavezout ar mister-se, evel ma em eus skrivet e nebeut a c'herioù,

4  hag e c'hellit kompren en ur lenn anezho pehini eo an anaoudegezh am eus diwar-benn mister Krist,

5  ha ne oa ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma'z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d'e ebestel santel ha d'e brofeded,

6  da c'houzout eo penaos tud ar broadoù a zo kenheritourien, oc'h ober un hevelep korf hag o kemer lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,

7  ez on bet graet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet grataet din dre nerzh e c'halloud.

8  Ar c'hras-se a zo bet grataet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar broadoù pinvidigezhioù digomprenus Krist,

9  hag evit diskouez sklaer dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,

10  evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc'h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d'ar priñselezhioù ha d'an nerzhioù el lec'hioù neñvel,

11  hervez ar mennad divizet a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou;

12  ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.

13  Dre-se eo e c'houlennan diganeoc'h na gollot ket kalon en abeg d'ar poanioù a c'houzañvan evidoc'h, ar pezh a ra ho kloar.

14  En abeg da-se e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,

15  a denn pep familh hec'h anv dioutañ en neñvoù ha war an douar,

16  evit ma roio deoc'h, hervez pinvidigezhioù e c'hloar, da vezañ kreñvaet gant nerzh dre e Spered en den a-ziabarzh,

17  evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, evit, o vezañ gwriziennet ha diazezet er garantez,

18  ma c'hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder,

19  hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, hag evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.

20  D'an hini a c'hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc'h eget na c'houlennomp ha na soñjomp,

21  dezhañ ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoù, evit kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
 
Unvaniezh ar Bibl en Anjev