PENNAD 2
Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn

1  C'hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec'hedoù,

2  ma hoc'h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.

3  En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc'hoantoù hor c'hig, oc'h oberiañ hervez youloù ar c'hig hag ar meiz, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.

4  Met Doue hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d'ar garantez vras en deus hor c'haret ganti,

5  pa oamp marv en hor pec'hedoù, en deus hon degaset d'ar vuhez a-unan gant Krist, dre c'hras eo oc'h bet salvet,

6  en deus hon dasorc'het a-gevret, hag hol lakaet da azezañ a-gevret el lec'hioù neñvel e Jezuz-Krist,

7  evit diskouez er c'hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c'hras dre e vadelezh en hor c'heñver e Jezuz-Krist.

8  Rak salvet oc'h dre ar c'hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac'hanoc'h, donezon Doue eo.

9  N'eo ket dre an oberoù, evit na denno gloar den ebet.

10  Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.

11  Dre-se ho pet soñj, e oac'h gwechall paganed er c'hig ha galvet diamdroc'hidi gant ar re a c'halver amdroc'hidi er c'hig dre zorn an den,

12  hag e oac'h en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.

13  Met bremañ, e Jezuz-Krist, c'hwi hag a oa pell gwechall, oc'h bet degaset tost dre wad Krist.

14  Rak eñ eo hor peoc'h, eñ hag en deus graet unan hepken eus an daou, en ur ziskar moger an disparti,

15  o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc'hemennoù dalc'het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc'h,

16  hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c'horf hepken, en ur zistrujañ enni ar gasoni.

17  Deuet eo da brezeg ar peoc'h deoc'h-c'hwi a oa pell ha d'ar re a oa tost,

18  rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.

19  Evel-se eta, n'oc'h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvroiz d'ar sent hag eus ti Doue,

20  o vezañ bet savet war ziazez an ebestel hag ar brofeded, Jezuz-Krist e-unan o vezañ ar maen-korn;

21  ennañ an holl vañsonadur, urzhiet mat, a sav evit bezañ un templ santel en Aotrou,

22  ennañ ivez ez oc'h savet a-gevret evit bezañ ur chomlec'h da Zoue er Spered.
 
Unvaniezh ar Bibl en Anjev