PENNAD 1
Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn

1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d'ar sent a zo en Efez ha d'ar feizidi e Krist Jezuz:

2  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist.

3  Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec'hioù neñvel e Krist.

4  Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,

5  o vezañ hor raktonket d'an advugelañ dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,

6  da veuleudigezh gloar e c'hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C'haret-Mat.

7  Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoù, hervez pinvidigezhioù e c'hras

8  en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,

9  o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez e blijadur mat en doa divizet ennañ e-unan,

10  penaos, e roidigezh an oberiañs eus an amzerioù, e tastumfe an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.

11  Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ali e volontez,

12  evit ma servijimp da veuleudigezh e c'hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.

13  Ennañ emaoc'h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel (= keloù mat) eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc'h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,

14  hag a zo un arrez eus hon hêrezh, betek dasprenadur ar re en deus perc'hennet da veuleudigezh e c'hloar.

15  Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,

16  ne baouezan ket da drugarekaat evidoc'h, o kaout soñj ac'hanoc'h em pedennoù,

17  evit ma roio deoc'h Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c'hloar, ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,

18  ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot pehini eo an esperañs oc'h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,

19  ha pehini eo brasted divuzul e c'halloud a ziskouez en hor c'heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted ar galloud eus e nerzh,

20  displeget gantañ e Krist, p'en deus e zasorc'het a-douez ar re varv hag e lakaet da azezañ a-zehou dezhañ el lec'hioù neñvel,

21  dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c'hellfe bezañ anvet, nann hepken er c'hantved-mañ met ivez en hini da zont.

22  Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag e roet en deus evit penn-bras d'an Iliz, 

23  hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl. 

Unvaniezh ar Bibl en Anjev