Raklavar
Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn
      UN NEBEUD GERIOÙ DIWAR-BENN AN DROIDIGEZH

An droidigezh vrezhonek a gavit amañ n'eo ket, e gwirionez, un droidigezh nevez, met kentoc'h un droidigezh nevesaet, diazezet war hini an Aotrou Koad embannet e 1893 gant Unvaniezh Drinderian ar Bibl evit ar Vretoned. Gwilh ar C'hoad a servijas Doue e vuhez-pad, o prezeg hep ehan keloù mat ar silvidigezh e Jezuz-Krist. Evel ma kare Ger Doue ha ma oa ur brezhoneger ampart, e troas da gentañ an Testamant Nevez e brezhoneg (embannet e 1883 ha 1893), ha da c'houde e troas ar Bibl en e bezh (embannet e 1897), atav en e yezh tregeriek. Troidigezh an Testamant Nevez eus Gwilh ar C'hoad a zo diazezet war an Destenn Resevet (Textus Receptus). An destenn a gavit amañ a zo hini an adweladenn embannet e 2004, gwellaet un tammig goude-se e-keñver un nebeud munudoù.

Adwelet eo bet Testamant Nevez brezhonek an Aotrou Koad gant ar gevredigezh "Bible en Anjou" (Unvaniezh ar Bibl en Anjev), e-keñver an tachennoù da heul:
1 - Nevesaat an troioù lavar re gozhik.
2 - Lakaat e brezhoneg unvan ar gerioù pe an troioù-lavar n'int ket implijet er-maez eus Bro-Dreger.
3 - Brezhonekaat un nebeud gerioù tennet rag-eeun eus ar galleg, hep mont re bell, evit chom en ur c'hempouez a ro al lennadenn plijus d'ar re a zo desket er yezh skrivet ha d'ar re a anavez ar yezh nemet dre c'henoù.
4 - Evit ar gerioù pouezus, bep wech ma'z eo posupl, treiñ ar memes ger gresianek gant ar memes ger brezhonek.
5 - Lakaat an destenn er skrivadur peurunvan a-vremañ.

 

Lec'hiennoù all / Liammoù

- Embannet eo bet e 2004 an "Testamant Nevez Koad 21", ul levr fichet brav ha marc'had-mat a c'hellit prenañ dre lizher (klikit war ar foto)

 

- Testenn an Testamant Nevez en he fezh a gavot en linenn > amañ

 

- An Testamant Nevez hag ul lodenn eus an Testamant Kozh a gavot en linenn > amañ

 

- Ma klaskit titouroù diwar-benn istor ar Bibl e brezhoneg, o c'havot amañ

Unvaniezh ar Bibl en Anjev