LIZHER D'AN EFEZIZ

 

Degemer mat d'an holl vrezhonegerien !

 

 War al lec'hienn-mañ e kavot ul levr eus ar Bibl: Lizher Paol d'an Efeziz. Evel ma ouzoc'h marteze, ar Bibl a zo ul levraoueg savet war zaou ziazez: an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez. En Testamant Nevez e vez kavet 27 levr, skrivet e gresianeg:
- 4 Aviel
- Levr Oberoù an Ebestel
- 21 Lizher
- Levr an Diskuliadur

 

 Al Lizher d'an Efeziz a zo ul levr bihan a-walc'h (6 pennad), a zisklêr penaos en deus Doue roet da vab-den burzhudoù dispar evit netra dre Jezuz-Krist, hag a ro deomp pennaennoù eeun evit bezañ plijus da Zoue. Diskuliet eo ennañ mister ar silvidigezh hag ar vuhez peurbadus en un doare ispisial, a leugn kalonoù ar gristenien a levenez neñvel. Skrivet eo bet al lizher-se gant an abostol Paol e-pad ma oa prizoniad e Rom, war-dro ar bloavezh 61 goude H.S.

 

 Troidigezh al Lizher d'an Efeziz a gavit amañ a zo tennet eus un Testamant Nevez deuet er-maez e 2004, an destenn o vezañ bet gwellaet un tammig goude-se. Er bajenn "Raklavar" ez eus titouroù diwar-benn troidigezh an Testamant Nevez en e bezh, ha liammoù etrezek lec'hiennoù all diwar-benn ar Bibl e brezhoneg.

Raklavar
PENNAD 1
PENNAD 2
PENNAD 3
PENNAD 4
PENNAD 5
PENNAD 6
Stagadenn
 

Skrivit deomp

 

 
Unvaniezh ar Bibl en Anjev

 

visites